GBB 2025 : diskoachet eo bet ar programm !
Gouel Broadel ar brezhoneg a vo 'benn ar pevar, pemp ha c'hwec'h a viz Gouere e maner Kernod e Mellag, 'kichen Kemperle. Ha diskoachet eo bet ar programm, a vo stank mat. Muioc'h a ditouroù gant Claire Le Moing, kenurzhierez GBB.
Claire le Moing a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Setu klevet ho peus strolladoù a sono e Breizh evit ar wech kentañ hag a vo er gouel, evel Taran, Zetkin ha Talulah. Digor eo ar bilhederezh enlinenn dija hag emañ ar gouel o klask tud a-youl vat ivez. Gellout a rit lakaat ho anv dre lec'hienn internet ar gouel, GBB pik BZH.